Kenstrivadeg sonaozourien master class…
hag a-benn nebeut : Gouel ar Pevaradoù !

 

Startijenn an nevezamzer a zo erru e Breizh, hag a-benn un nebeud sizhunvezhioù e krogo Gouel ar Pevaradoù, pa vo etre an 30 a viz Mae hag an eil a viz Even. Karget-mat eo an implij-amzer ac’hann di, gant ar master-class hag an abadennoù a-raok ar Gouel.

 

Kroget eo gant ar master-class e miz C’hwevrer, gant hini Emmanuelle Bertrand e Roazhon, eno ez eus bet 10 violoñsour yaouank. Kendalc’het ‘vo e Brest, d’ar 6 ha d’ar 7 a viz Ebrel evit an altoourien gant Françoise Gnéri, hag echuet e vo gant ar violoñs e Kemper, d’an 13 ha d’ar 14 a viz Ebrel dindan renerezh Agnès Sulem. Goude-se e vo tro Akademiezh ar Pevaradoù renet gant Alain Brunier, da goulz ar gouel.

 

E-keit-se emañ an holl sonaozourien, ar re nevez deuet hag ar re anavezet o peurlipat o oberennoù evit kemer perzh er genstrivadeg gentañ ar sonaozouriezh. Ret eo deoc’h kas hoc’h oberennoù a-raok ar 15 a viz Ebrel evit ma vefent studiet gant izili ar juri a embanno an disoc’hoù d’an 30 a viz Mae. Evel-se e vo ur grouidigezh er gouel da zont…

Raktresoù e-leizh neuze, hag evit kas anezho da benn e vefemp laouen kaout ho skoazell ! Deuit war al lec’hienn, meur a wech zoken, kasit keloù d’ho mignoned, kasit ivez keloù deomp da reiñ hoc’h ali pe da sevel goulennoù… Ha deuit da greskiñ hor skipailh !